Dielloù


AR GARTA KENTELIIÑ


Poan a lakaomp evit dalc'hiñ d'an ere etrezomp : ar youl da sevel an amzer da zont diàr hon perzhioù boutin.
Ur garta genteliiñ, reizh ha sonn, a zo bet savet genomp, evit pep unan d'emezeliñ diarvar.
Un nadoz-vor eo ar garta-mañ evidomp da gas da benn hon kenstrollad hag hon raktres-kêr.
Àr 5 perzh eo diazezet :
- stadiñ ar politikerezhioù en Oriant
- nac'hiñ ar politikerezhioù frankizek ha broadelek
- disteurel pep c'hoant pennadurezh é klask kempoueziñ an dileuriiñ
- pleustriñ hardizh an demokratelezh perzhiiñ, ar gevatalded sokial hag ur raktres ekologel meur
- engouestliñ anterin en-dro d'ur gevrad-respetad



AN ENKLASK


Ne vo ket kinniget ur mennad-kêr get An Oriant a Sav hep an Oriantiz.
Kement m'hor beus savet un enklask a-benn broudiñ ho skiantoù.
Amañ emañ : klokait-hi ha kasit-hi da lorientseleve@gmail.com (furmad skeudenn pe pdf) pe dre lizher da An Oriant a Sav, kêrig Allende, 12 straed Colbert, 56100 An Oriant.
Hi c'hlokiñ a c'hellit gober ivez enlinenn amañ.


AR STEUNVIOÙ


Ganet eo bet An Oriant a Sav diàr ar pezh graet genomp, a-unan pe a-gevret.
Kustum e vezomp da frammiñ hon prederiiñ get steuñvioù.
Amañ emaint, ha broudet oc'h d'o sevel ivez, evit diskoachiñ un aters da boueziñ àrnañ, d'ho soñj.






AR RESPONTOÙ DA OBERERIEN AR VUHEZ FORAN


Reizh eo ma aters obererien ar vuhez foran get An Oriant a Sav a-zivout o zachadoù-ober.
Amañ emañ ar respontoù kinniget get An Oriant a Sav d'ar goulennoù-se.