Piv omp ?


Kamaraded eo ar saverion ag An Oriant a Sav, dreist pep tra : ereet omp, leal ha gwirion.


Keodedourion engouestlet e-barzh buhez ar c'hevredigezhioù pe ar sindikadoù, e-barzh luskad ar Chupennoù Melen, tolpet hor beus get ar strollad savet er penn kentañ get ar France Insoumise, Génération.s, PCF ha Lorient écologie.


Perzh a gemer pep unan ac'hanomp hervez liv e gredennoù, àr e straed, e-barzh kêr, e-krog e vicher, get ur gevredigezh, get ur strollad politikel, get ur sindikad.
En ur ober eo hor beus kejet. Forzh aes hor beus kevreet, peogwir eo heñvel hor pal : lakaat ar gevredigezh hag an endro da vont àr-raok.


Anat e oa da bep unan ac'hanomp eo renet An Oriant, a-c'houde dekvleziadoù, get un nebeudad aotroùed, hag a zisoñj aliesañ d'atersiñ an annezidi pe da rentiñ kont diàr-benn ar pezh graet gete.
Evidomp-ni a venn ma leviay An Oriant hec'h-unan, get skiant hec'h annezidi.
Fiziañs hor beus e galloud an deskadurezh pobl, e poell an demokratelezh a-blaen ha bev.


Diskouezet o deus ar politikerezhioù a-ziàr-lein pegen koshaet int : àr-raok eo aet ar gevredigezh, bout eo an dud evit ober bremañ hep tadoù-meur mod-kozh.
Une gredenn z/don hag ul lusker eo deomp-ni.


Gwad An Oriant a zo hani al labourizion hag a genskoazell, hag a gengred.
An Oriantiz eo, proleterion anezhe, "tud a netra", a oa bet savet ar C'hef Goproù-Tiegezh gete. Kement ha prouiñ eo gwiadet An Oriant get kalon, poell hag ampartiz.
Arc'hiñ a reomp an hêrezh-mañ.
Menniñ a reomp he lakaat da greskiñ ha da deurel frouezh, é kouviiñ an Oriantiz d'he ranniñ genomp.


Get ur vrav a vag e oa bet roet hec'h anv d'hon kêr : d'an Oriantiz da dapout krog en he stur !